Brezhoneg an Aven hag ar stêr Belon : na poch’ Doue ?

podkast

Ar stêr Belon

Petra vez graet deus même e brezhoneg an Aven hag ar stêr Belon ? Memes a c’haller lâret, sur ! Med traoù all a zo c’hoazh, e-giz siken (zoken). An dra-mañ a vez lakaet atav e fin ar frasenn. Ha morse, morse ne vez lâret “memes ma” evit treiñ même si e brezhoneg. Du-hont ‘vo klevet posubl pe c’hoazh na poch’ Dou’ (na posubl Doue). Yannick Souffez, deus mikro Benjamin Bouard.


Pellgargañ ar gronikenn

Brezhoneg an Aven hag ar stêr Belon : ar rannigoù-verb

podkast

Ar rannigoù-verb

Teir rannig-verb a gaver e brezhoneg standart : a, e hag o. Disheñvel a-walc’h emañ an traoù e brezhoneg ar bobl. Cheñch a ra kalz deus un eil bro d’eben ivez, dreist-holl e Bro-Gerne ha peurvuiañ ne vênt ket klevet. Ar rannig-verb e a zo bet kollet pell ‘zo zoken. Setu ne vo ket lâret lakeomp du-hont e kavi anezhañ met Du-hont (a) gavi anezhañ.

Penaos emañ an traoù e brezhoneg Molan, Rieg ha Banaleg ? Yannick Souffez a zo ‘vont d’isplikañ an dra-mañ deomp, deus mikro Benjamin Bouard atav.


Pellgargañ ar gronikenn