Brezhoneg an Aven hag ar stêr Belon : bout pe bezañ ? Emañ pe eo ?

podkast

Bout pe pas ?

Bout a vez graet deus ar verb être etramek Molan, Rieg ha Kemperle, e-giz e brezhoneg Bro-Gwened. Met ne vez ket implijet tre memes-mod : ar stumm emañ ‘neus kemeret muioc’h a blas evit ar stumm eo. Lakeomp, lâret vo n’emañ ket brav an amzer hiziv kentoc’h evit n’eo ket brav an amzer hiziv. Yannick Souffez a zo ‘vont da zisplegañ an dra-mañ deomp.


Pellgargañ ar gronikenn

Brezhoneg an Aven hag ar stêr Belon : an, ar, al, un, ur, ul ?

podkast

Jos Goapper, Mona Bouzeg ha Yannick Souffez (Foto : Le Télégramme)

Gant brezhoneg Bro-Kemperle ‘c’haller bezañ estonet ‘hat ! Un pe une a vez skrivet un, ur, ul e brezhoneg peurunvan, hag le, la, les a vez skrivet an, ar, al ivez. Ah feiz ! Disheñvel a-walc’h emañ an traoù etre Rosporden ha Kemperle. Simploc’h eo an traoù zoken : alies a-walc’h ne vez ket klevet netra !

Ha n’eo ket achu ! Dirak un m, ur p pe ur b : a-benn neuze vez lakaet un ‘m. E-giz-se neuze vo lâret ‘m bagoù evit lâret les bateaux. Yannick Souffez en-dro, deus mikro Benjamin Bouard.


Pellgargañ ar gronikenn