An hebraeg modern

podkast

Lizherennoù an hebraeg

Peuzvarv ‘oa an hebraeg ur c’hantved ‘zo. Ne veze ket implijet ‘met evit al lidoù hag ar pedennoù ken. Yezhoù all a veze safaret gant ar Yuzevien ivez neuze : yezh ar vro e-lec’h ‘oant o chom pe langajoù a vez graet “yuzev” deusouto, e-giz ar yiddish. E 1948, a-benn ‘oa adsavet Bro-Israel, ‘oa deuet an hebraeg da vezañ yezh ofisiel. Petra zo digouezhet ?

Pellgargañ ar gronikenn

Ur yezh nevez-kavet : ar jedek

podkast

Ur vourc’hadenn semañg

E miz C’hwrever 2018 ‘oa bet kavet ul langaj nevez e hanternoz Malezia, tost a-walc’h eus Thailand. Ar “jedek” a vez graet deusoutañ ha ne vez ket savaret ‘met gant 200 den ken. Interesant a-walc’h eo ar yezh-mañ peogwir n’eus ket komz ebet evit lâret “prenañ”, “amprestiñ”, “laerezh” peotramant “lezenn”.

Pellgargañ ar gronikenn