Ar bobl Gullah

podkast

Queen Quet, rouanez ar C'hullahed

Queen Quet, rouanez ar C’hullahed

E South Carolina hag e Georgia (Stadoù-Unanet) e vev ur bobl anvet “Gullah”. Ar re-mañ a zo diskennidi ar sklaved zu, deuet da glask repu er gwernioù war bord ar mor bras. Dalc’het o deus ereoù kreñv gant sevenadur o zadoù-kozh : ar “gullah-geechee”, ur relijion, ur rouanez … ha tonioù kozh bet kaset eus Afrika !