Sevel ur gronikenn

Kentelioù an Noz ha Radio Naoned o deus lakaet e pleustr un emgav miziek, e bal deskiñ sevel ha dibunañ kronikennoù ! Ur Sadorn bep daou viz e vo sikouret ar berzhidi hag ar perzhiadezed da skrivañ o c’hronikennoù gant Liza Jakez-Vargas kelennerez war ar brezhoneg anezhi. Marianne Vaidie a hencho an dud war ar mod da zistagañ ha da gemer ar gaoz er mikro.