Coquilles

podkastcoquillesProduet ‘vez muioc’h mui a videoioù war an Internet, a-drugarez da berzh Youtube evel just, al lec’hienn heberc’hañ videoioù amrican. Ouzhpenn 1 miliard a dud a sell ouzh videoioù Youtube bep miz er bed a-bezh. Met ouzhpenn Youtube ‘vez evit sell ouzh filmoù war internet, un stumm nevez a-walc’h a ya war vrudetaat, an heuliadennoù web. Pennadoù filmigoù da heuliañ ‘mod skinwel met frankisoc’h ha dirolloc’h alies-mat. Unan eus an heuliadoù web-mañ a ra berzh er mare-mañ, Coquilles he anv. Kinniget eo gant Studio 4, ul lec’hienn internet ‘perzh eus ar chadenn skinwell France 4. Pal al lec’hienn : kinnig webserioù orin gall pe estren, digoust. Ar pennad gwelet ar muiañ war al lec’hienn eo pennad kentañ Coquilles, hag eo bet produet gant un embregerezh breizhat, JPL Films staliet e Roazhon. Mael Kernalegenn, karget a broduiñ en embregerezh a zispleg da Vorgane Bramoullé he labour hag orin Coquilles.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *