Deomp da welet maner Moelien !

podkast

Maner Moelien

‘Vont da vizitañ ur maner emaomp bremañ ! Bet eo bet Benjamin Bouard oc’h en em gavout asambles gant Georges Bernard e maner Moelien, e-kichenn bourc’h Plonevez. Kozh a-walc’h eo ar maner-mañ, savet ‘oa bet er bloavezh 1642. D’ar mare-se ‘oa noblañsed Moelien un’ deus familhoù pinvidikañ ar Porzhe ha kalz douaroù mat a oa dezho. Goude ar Revolusion o doa ranket mont kuit koulskoude hag ar maner a zo bet abandonet. Dre voneur eo bet renevezet e-doug ar bloavezhioù 50 hag un tammig ‘zo dija eo deuet da vezañ un otel vras hag un ostalidi. Georges Bernard en deus anveet ar maner pa oa-eñ mous, kerent dezhañ a oa merourien ennañ pa oa c’hoazh ur feurm e-barzh. Ha goût a ra un toullad traoù diwar-benn istor ar maner ivez !

Un abadenn gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.