Des airs d’Orient

podkastob_7f0161_des-airs-dorientcalligraphie-rwE karter Penharz e kumun Kemper ‘vez en em voded un darn mat eus anezidi ar gêr a zo a orin eus broioù estren. Kavet ‘vez war darn-se Kemper ur roll ledan eus broadelezhioù ar bed a-bezh, hag en o zouez zo ul lodenn mat a orin eus broioù ar Reter. E-giz eo diaes atav da lakaat an dud a orin eus sevenadurioù disheñvel da vevañ asambles, he deus bet c’hoant kevredigezh ti an holl karter Penharz da aozañ ur Gouel a-hed ur sizhunvezh a-bezh evit ober un digarez d’an dud da eskemm etrezo. Loic Philippon a c’hell displegañ pal ar gouel “Des airs d’Orient”, pa z’eo eñ prezidant ar gevredigezh.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.