Despugnerien Bro-Dardoup ha Kazetenn ar Menez

podkast

Yann Meur asambles gant Jean-Louis Le Du e Plonevez (1980)

E-giz traoù kozh ‘veze sellet ouzh ar brezhoneg goude ar brezel, ha kement-all ‘veze graet ivez ouzh muzik Breizh ha dañsoù ar vro. E-doug ar bloavezioù 50 memestra ‘oa krog un nebeut tud da glask cheñch penn d’ar vazh. Yann Meur a oa un’ deus an dud-se. E fin ar bloavezhioù 70 ‘oa bet o teskiñ brezhoneg asambles gant peisanted hag amezeien deus e vro er C’hastell-Nevez. Un toullad tonioù ha kanaouennoù ‘noa desket hag enrollet ivez neuze, asambles gant e gamarad Michel Toutous. E 1977 ‘noa savet Nevez-Amzer ar C’hastell-Nevez, ha goude-se ‘noa krouet Despugnerien Bro-Dardoup ha Kazetenn ar Menez. E 1980 c’hoazh ‘oa-eñ bet o sevel, asambles gant tud all, Radio Kreiz-Breizh e Sant-Nigoudem.

Lec’hienn Webdoc Dardoup

Un abadenn gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.