Diamant, whiskey koshañ Bro C’hall

bouteillesmenhirs-xlpodkastStrilherez ar Menhir a zo brudetoc’h e gwirionez evit anv ar boesson a vez gwerzhet ar muiañ ganto : o whiskey Ed-Du. Tennañ a ra hennezh e anv deus an ed a vez implijet evel danvez diazez ar boesson : e plas heiz ez eo ed-du hag a zo lakaet da vont e goñv, evit produiñ an alkool 40 derez-se. Ha bremañ emañ Strilherez ar Menhir hag ar familh Lae e penn dezhi, war boent da vezhañ bet lakaet ur whiskey nevez da verzañ. Ar whiskey « Diamant » ‘giz eo bet anavezet ‘n eo ket ken nevez-se pa ‘z eo chomet da gousket 15 bloaz en e varrikenn e gwirionez. Ar whiskey ar c’hozhañ produet e bro C’hall morse. Guy Lae aterset gant Tunvezh Gloaguen-Grandjean.

One Comment:

  1. Hey beñ… 224€ ar voutailhad, gast ! Gortoz a raio an Tad Nedeleg ma vefen pinvidik. Ha mod all… ur Whisky ‘ni eo ha n’eo ket ur whiskey, me ‘gred ? Met n’eo ket kalz tra 😉

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.