Dielloù : selaouomp Patrick Malrieu

podkast

Levr diwezhañ Patrick Malrieu

D’al lun 09 a viz Genver eo marvet Patrick Malrieu a daol trumm, hep ma vefe gortozet gant an dud a gare anezhañ. An hini hag a zo bet ur stourmer evit ar sevenadur vreton, krouer Dastum, a laosk war e lec’h un toull braz, diaes da leuniañ. E dielloù Radio Kerne hon eus adkavet un abadenn an Divskouarn o Nijal bet savet e 2010. Aterset eo Patrick Malrieu diwar benn ul levr bet nevez embannet gantañ d’ar mare-se : « Qui veut faire l’ange fait la bête. De la gwerz bretonne de Yann Girin à la légende hagiographique et au mythe ». An atersadenn a zo kaset gant Lou Millour ha frammet ga Dorig ar C’hraz. Gall a rimp neuze en ur selaou an abadenn-mañ rannañ en dro gant Patrick, un tammig deus ar vouiegezh vraz en oe berniet a hed e vuhez.


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.