Div rummad brezhonegerien en Erge-Vras asambles

podkast

Per-Mens Pegail ha bugale deus an Erge-Vras (Foto : Le Télégramme)

N’eo ket memes brezhoneg !

Alies a-walc’h ‘vez klevet kont deus ar voger vras a zo savet bremañ etre ar vrezhonegerien gozh hag ar vrezhonegerien yaouank, etre brezhoneg ar bobl ha brezhoneg ar skol. Met amañ er vro ‘zo lod a glask pilañ ar voger-mañ o lakaat ar re yaouank da breg brezhoneg asambles gant ar re gozh.

N’eus ket keit-se ‘oa bet kaset bugale skol divyezhek an Erge Vras d’en em gavet asambles gant tud kozh ti-retred Koat Kerhuel e Lestonan. Renket eo an abadenn-mañ gant Per-Meñs Pegail, hennezh a zo labourat e mediaoueg an Erge Vras. Lakaet ‘vez ar c’hrouadurioù da c’houlenn digant ar re gozh treiñ frasennoù galleg e brezhoneg. Ha Benjamin Bouard a zo bet o welet penaos oa an traoù du-hont.


Pellgargañ an atersadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.