Emañ Radio Naoned o klask war e genurzhier.ez

Kinnig labour Radio Kerne / Radio Naoned
7 a viz c’hwevrer 2018

Kenurzhier-ez Radio Naoned

Pal ar post :
Krouiñ ha merañ ur radio e brezhoneg e Naoned

Misionoù :
Prientiñ ar staliañ RND e Naoned asambles gant skipailh Radio Kerne
Da heul :

  • kenurzhiañ ar radio nevez e Naoned (teknik, melestradur, kenlabourerien, kehentiñ…)
  • fardañ abadennoù radio, animañ atalieroù radio

Hierarkiezh :
An den vo dindan urzhioù kuzul merañ Radio Kerne dre Lou Millour ha Morgane Bramoullé, renerezed.
Karget vo an den da verañ da c’houde : tud en servij keodedel, tud a youl vat ha marteze implijidi all.

Perzhioù ispisial ar post :
Eurioù noz ha/pe dibenn-sizhun
Labour da gentañ e Ploneiz (un nebeut mizioù) ha da c’houde e Naoned

Barregezhioù goulennet :
Skiant prenet er sevel raktresoù
Gouzout merañ tud
Siriusted
Barrek tre war an aozañ
Barrek war an urzhiataerezh
En e/he aes gant an dud (bugale, tud deuet)
Brezhoneg brav
Intrudu
Bezañ emren (labour e/he unan)

Barregezhioù ouzhpenn deuet mat :
Gouzout eus micherioù ar radio
Spered kazetenniñ
Barrek war ar c’hehentiñ (meziantoù graferezh, community managing)

CDD 1 bloaz a c’hello dont da vezañ ur CDI
Post leun amzer. Gopr diwar gael ar « radiodiffusion ». Kregiñ : an abretañ posubl

CV ha lizher emginnig da gas da Lou Millour, lou@radiokerne.com a-raok an 2 a viz Ebrel

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *