Enep ar stal-moc’h-uzin er Vro Vigouden

podkast

tresadenn gant Samson

Ar moc’h, hag ar sevel moc’h a zo ur sujed kizidik e Breizh. N’eo ket souezus e vefe lakaet diaes an dud : evit lod eo o yec’hed a zo en dañjer, evit lod all eo o daore da c’houniz o boued. Daou zoare da welet ar gevredigezh hag al labourerezh douar. Amañ n’eo ket an daou du a vo klevet, met unan hepken. E Plovan er vro Vigouden o deus an annezidi en em strollet dindan an anv CAFUB (Collectif pour une Alternative aux Fermes Usines en Bigoudénie). Stourmiñ reont evit ma ne vo ket brasaet un deus stalioù sevel moc’h ar vro : an SARL La Vallée, e Kerviel. Jean-Michel Nicolas a zo a orin deus Plovan, hag emañ e touez an dud bet krouet ar C’hAFUB ganto.
Un abadenn savet gant Tunvezh Wlagen-Grandjean

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.