Fallaenn 2015

En abadenn-mañ vo klevet Nell, Otalou, Maelys ha Gwenola Skol Diwan Tregon o lavar deomp petra rafent ma vefent prezidantez ar bed !
Da c’houde, bugale ar c’hamp vakansoù “I love roazhon” o deus ijinet loened iskis evit Loenig Loen se zo sur ! Deuit da dizoleiñ ar C’hrak-boum da skouer !
05_09_2013_eclipseDigwener vo tu deoc’h gwelet ar fallaenn war an Heol etre nav eur ha unnek eur hanter. Met arabat mont da welet an heol hep lunedoù ispisial ! Ur gronikenn diwar-benn an anadenn estlamus a zisplego deoc’h penaos e c’hoarvez ur fallaenn.
Deuit da selaou kondatenn “Mona o klask he hent”. Kompren a rit pegent pouezhus eo an ditouroù vez roet deomp war ar panelloù. Skrivet gant Julien Cornic ha treset gant Maria Menguy.

Sonerezh :
Iggy Azalea feat. Charli XCX – Fancy
Ar re yaouank – Battle Swing

Abadenn kaset gant Ninnog.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.