Fardañ bara e ekomirdi Kommanna

kommannaGant Annaelle Ar Pann, heñchourer sevenadurel, e raimp tro ekomirdi Kommanna, ur mirdi en diavaez a laka ar welladennourien da zizoloiñ buhez gwechall er Menezioù Arre. Bet on bet o wellet anezhi e-kerzh un devezh degemer evit stajidi Stumdi ha Mervent. Un digarez evit an nevez vrezhonegerien da gejañ ouzh tud nevez. En o zouez, Thérèse ha Loeiz Corbé deuet eus Plouider evit diskouez dezho penaos fardañ bara mod-kozh. Ha pep tra e brezhoneg evel just. Digor eo ekomirdi Kommanna bemdez adalek 11e betek 6e noz, ha betek 7e noz e-pad an hañv. Evit dizoloiñ an diskouezadeg gouestlet d’ar maouezed er Menezioù Arre ho po betek fin miz Here.

www.ecomusee-monts-arree.fr

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.