Finist’Aire de jeux

podkast2016fouesnantE Bro C’hall e vez gwerzhet 12 milion c’hoari kevredigezhel, c’hoari-stroll bep bloaz. N’ez eus ket a enkadenn evit ar gennad-mañ daoust ma ‘vez ket komzet kalz diwar e benn. N’eo ket ken tabutel hag ar c’hoarioù video gwir eo. Padal ez eus meur a liamm etre an div rann-mañ e-giz ma vo displeget deomp gant Hoel Maleuvre tuchantig. Met deuet eo e studio Radio Kerne evit kinnig deomp da gentañ ur festival bras a vo benn disadorn ha disul e Fouen, Finist’aire de jeux e anv.
Ur festival digoust aozet e Fouen disadorn etre 2e hag hanternoz ha disul etre 10e ha 6e noz. Tro ho po dizoloiñ ar c’hoarioù roll hag un escape room (ul lec’h ‘vezer bac’het ennañ ‘pad un eurvezh, ho pal diskoulm un enklask). E Finist’aire de jeux e vo ivez krouerien c’hoarioù kevredigezhel hag embannerien, en o zouez an embanner Kemperad, Bombyx, ‘neus graet ‘berzh gant e c’hoarioù Abyss, les Bâtisseurs ha Sultanya.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *