Foeterien 5 e bro Euskadi

FOETERIEN_2012podkastEmañ pempvet rummad ar c’hoari skinwel e brezhoneg anavezet « Foeterien » war boent kregiñ. Un abadenn e lec’h ma vez aozet ur redadeg etre skipailhoù o c’hoariñ biz-meud, evit gounit ur veaj 1500€. N’eo ket tud a hiniennoù a gemeront, met koupladoù, skipailhoù daou zen, pe div blac’h, pe ur paotr hag ur plac’h, pe ur plac’h hag ur paotr. Dav eo dezho en em anavezout mat en a-raok, peogwir o do da vevañ traoù diaes a-hed ur sizhunvezh, hag e c’hell trenkañ an traoù e-barzh ar skipailh aes a-walc’h. Ma ‘maoc’h ur c’houplad tud gant ar c’hoant da gemer perzh, e c’hellit kas ul lizher emginnig da foeterien@gmail.com

Enrollet vo e miz Gouere etre en 3 hag ar 12 e bro Euskadi, hag e vo skignet e miz Genver, war Tebeo, TV Rennes, TébéSud (chadenn ar Morbihan) ha Brezhoweb, er memes amzer d’ar gwener da noz war an holl chadennoù. Mikael Baudu, e penn ar stal produiñ Gwengolo Filmoù, a zo deus mikro Tunvezh Vloagen.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.