Hag e c’hell Yoga cheñch ar Bed ?

podkastYoga2Mont a reer d’ober Yoga evit en em santout mat en hor c’horfoù hag en hor pennoù. Met hag-eñ en defe ar Yoga ur ster brasoc’h eget hennezh ? Daoust ha, da skouer, e c’hellfe lakaat an dud da baouez en em gannañ, en em lazhañ, da baouez da implijout o c’henseurted evel loened pe evel mekanikoù ? Daoust hag eo yoga ar respont da holl goulennoù mab-den ? Evit kaout ar respont d’ar goulenn-se eo aet Tunvezh Vloagen da welet tud gouizieg tre war an dachenn : Manu Mehu a zo kelenner Yoga e brezhoneg e Kemper, Annick Thomas deus Pont ‘n-Abad a ra yoga ha chi-kong dibaoe ugent pe dregont bloaz ha Véronique Perennou, a zo kelennourez war ar yoga e Tregenneg, hag a implij ur yoga ispisial ganet e bro Afghanistan, anavezet Yoga Samara, pe yoga derviche, pe c’hoaz Euphonie Gestuelle du Samadeva.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.