
Petra zo e-bourzh an Nostromo ?
E-giz bep bloaz ‘omp krog e-barzh un avañtur nevez evit Halloween ! Ya ! Tunvezh ha Benjamin o deus c’hoant da vont da Veurzh ha setu o deus prenet ur mekanik brav : an Nostromo ! Met ne vo ket ken aes ha se mont d’ar blanedenn ruz sur a-walc’h …
Geriaoueg an abadenn :
bezañ dinec’h : ne pas être inquiet
e-bourzh an Nostromo : à bord du Nostromo
dibouezañ : soulever
dozviñ / doiñ : pondre
ober e-giz posubl : faire comme si
c’hoari un dro da u.b. : jouer un tour à quelqu’un
blejal : beugler
ober vis fall da u.b. : jouer un mauvais tour à quelqu’un