Herri Kogan, maer kozh Ploeneg

podkast

Herri Kogan (Foto : Le Télégramme)

Bet eo bet Benjamin Bouard oc’h ober anaoudegezh gant Herri Kogan, e Poullgaozeg, e parrez Ploeneg er C’hab. Hennezh a zo bet maer Ploeneg e-doug tregont vloaz. Ha ne oa ket kozh pa oa bet lakaet da vaer er bloavezh 1965, nann ! D’ar poent-se ne oa ket ‘met 26 vloaz ! Ha diouzhtu neuze ‘oa krog e-barzh al labour ha setu oa ranket en em okupiñ deus an adlodennañ er gomun. N’eus ket bet graet re a reuz koulskoude. Ha traoù all ‘neus kontet deomp ivez, e-giz foar ar Pont gwechall.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.