Kasadenn ar C’hirvi e kreiz ar c’hoadeier

podkast

Ur c’harv o youc’hal

Bep bloaz, d’ar memes maread e penn kentañ an diskar-amzer, vez kalz a dud oc’h en em stropañ didrouz da noz e koed Lanouez er Morbihan. Ha petra eo a zesach o evezh er mod-se ? Youc’hadeg ar c’hirvi. Etre kreiz miz Gwengolo ha kreiz miz Here damm dostig, e vez ar c’hirvi o parañ. Ha trouzus int, avat ! Kement ma ‘z eo desachet aes a-walc’h evezh an dud, memes ar re n’int ket naturalisted anezho. ‘N eus ket pell ‘zo neuze, voe Tunvezh Wlagen-Grandjean ‘n em gavet asambles gant Jean-Yves Kervareg, deus ar gevredigezh Breizh Bev, gant ar c’hoant klevet huchadenn bronneg brasañ Breizh.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *