Kavalkad Skaer 2019

podkast

Kavalkad 2017

A-benn an 9 hag an 10 a viz Even ‘vo ar C’havalkad e bourc’h Skaer. Tost kant vloaz ‘zo vez dalc’het an dra-mañ, an hini kentañ a oa e 1923 ! Abaoe un nebeut a vloavezhioù ne vez ket renket ‘met bep daou vloaz ken koulskoude. Met ingal eo ! Dont a ra kalz tud da Skaer kement-se evit an daou zevezh-se ! Se zo kaoz emañ tud Skaer o labourat stert c’hoazh, evit achuiñ sevel ar charioù bras a vo gwelet o pourmen e ruioù ar vourc’h.

Joël Huiban a zo ‘chom e Kervegent hag ar bloaz-mañ neuze ‘neus “degeremet” ur char en e garrdi. Kempennet eo bet ar c’hraou-moc’h ivez ha neuze en ennañ ‘vez savet an tammoù polistiren a vo staget deus ar char goude. Bet eo bet Benjamin Bouard o welet penaos ‘oa an traoù du-hont.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.