Kengred gant ar repuidi

Dibaoe ‘meo bet dispennet junglenn Calais eo bet kaset ar repuidi a oa eno un tammig e pep lec’h e Frañs. Un toullad anezho zo bet degemeret e Tregon e-kichen Konk Kerne. E-touez an tregont erru a-hont eo chomet 18 den, familhoù an holl anezho. Ha daoust d’ar vanifestadeg oa bet aozet a-enepto pa z’int erru ez eus ur bern kevredigezhioù hag hiniennoù o sikour anezho er vuhez pemdeziek. E Scaer ez eus ur strollad anvet On est Bretons, on est solidaires et on agit hag a ra e seizh gwellañ evit m’en em sentfe er gêr amañ. Malou Gourlaouen a zo perzh eus ar strollad-mañ.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *