Kleñved ar gwad e ti Triskalia

podkastWarning2PesticidesLabourat a rae Raymond Pouliquen evit ar gooperativezh labour-douar Coopagri, en ur stal lec’h ma oa renket louzeier chimik evit holl labourerien-douar ar vro. Goude 20 bloaz er stal-se eo bet diskleriet dezhañ ur c’hleñved leucémie, hag eo bet dav dezhañ paouez da labourat. N’eo ket bet hir d’ober al liamm etre e gañser hag al louzeier chimik, met Surentez Sokial al Labourerien-douar (an MSA) n’he deus ket asantet d’ober « kleñved micherel » eus e leucémie. Nebeut ‘zo ‘n oa kaset Raymond Pouliquen an MSA dirak al lez-varn en-dro, hag evit an degouez en doa asantet komz eus ar stourm-se a vez kaset gantañ da Dunvezh Vloagen. E miz Eost eo kouezhet klañv e vab, Noël Pouliquen, gant ur c’hrign-bev all, d’e dro.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.