La Forumi-e : ar gevredigezh arz a-vremañ ekologel e Kreiz Breizh

podkast

Jinks Kunst

Ar gevredigezh La Fourmie a labour evit brudañ an arz a-vremañ e Kreiz Breizh. Lâret ‘vez eo graet an arz evit an holl. Padal eo digempouezh ar c’heñver-nerzh etre ar maezioù hag ar c’herioù bras. Ped kilometrad a vez dav ober evit mont d’ur mirdi arz a-vremañ? Ar strollad La Forumi-e a cheñch penn d’ar vazh. Pediñ a reont arzourien deus a bep lec’h (Bzh, Europa…) evit ober rezidañsoù arzourien e tiez feurm ar vro. Ar pal a zo lakaat an holl da brederiañ war plas an arz war ar maez. An arzourien a guita o bedig bed hag o atalier, evit kenvevañ gant labourerien-douar. Un digarez eo ivez evit krouiñ liammoù etrezo ha tud ar vro, a zo pedet da welet an oberennoù arz en tiez-feurm da c’houde da vare « Champ d’expression ». Un darvoud all a vez aozet gant La Fourmi-e : ar festival In Cité, ur festival street-art ekologel. Lena Guyot, stajiadez e Roudour hag ezel deus ar gevredigezh a ginnig deomp labour ha preder ar strollad.

Un abadenn gant Metig Jakez-Vargas

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *