Mirlerc’h ar Veneg

podkasttourbiere_du_venecDaoust m’emañ ar goañv o tont en deus bet tro Benjamin da vont da bourmen en natur, e mirlec’h ar veneg e-kichen parez Brennilis. Heñchet eo bet gant Bernard Jézéquel eus ar gevredigezh Breizh Vev en deus lakaet anezhañ da zizoloiñ pinvidigezhioù naturel an daouarc’heg. Petra zo da welet neuze ? Ur bern plant, disheñvel hag iskis : ar flach, ar brug du, gweskenn an diaoul, ar man-taouarc’h pe c’hoazh bleuñv brudet a-walc’h, daoust dezho da vezañ ral, glizh an heol o anv. Ha m’ho peus chañs e c’helloc’h gwelet un nebeut loened gouez : an naer, an nadoz-aer, ar glazard, ar skoul-korz pe ur valafenn gwall ispisial anvet brizig ar geunioù. Pourmenadenn vat deoc’h !

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *