Nevez-amzer ar Palestine

podkastLogo_AFPS_Quadri_5_cmTost 5 000 ezel ‘vez er gevredigezh France Palestine Solidarité, rannet e ouzhpenn 100 strollad. 4 anezho zo e Penn ar Bed. Kement a dud a vez en AFPS ‘blam m’eo stad ar Palestine unan eus kudennoù brasañ hor mare. Abaoe fin an 19vet kantvet ha dreist-holl ar bloavezh 1917 ez eus disemglevioù bras etre ar Balestianed hag an Israelianed e Palestine. D’ar mare-se e oa dindan urzh ar Rouantelezh Unanet, en doa embannet e save a-du gant krouiñ ur stad yuzev eno. Abaoe krouidigezh stad Israel e 1948 ez eus bet 3 brezel ha 4 intifada. Abaoe ugent vloaz ez eus bet ouzhpenn 8 800 marv, en o zouez tost 7 400 palestinian. E broioù ar C’hornog ‘vez klasket kizidikaat an dud eus an direizhded eno. Gant an AFPS da skouer e vez aozet festivalioù, en o zouez Nevez Amzer ar Palestine savet gant France Palestine Solidarité Kreiz Breizh. Annick Rivoal, ezelez ar strollad, zo ouzh mikro Morgane Bramoullé.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.