Rozenn Milin zo deuet betek studio Radio Kerne evit kinnig al levr “Questions d’identité ou pourquoi et comment être Breton”. An istorourez a-orin eus Bro Leon a zo bet tro ha tro kazetennerez, animatourez ha produerez/sevenourez programmoù evit an tele, e Breizh hag en estrenvro. Amzer he deus bet d’en em sonjal war hec’h idantelezh, met en tu all da se e felle dezhi kaout santimant Bretoned all, holl zisheñvel.