Pep gwellañ 2014

best_ofPenn kentañ ur bloavezh nevez zo un digarez da zistreiñ war ar bloavezh tremenet. Soñj ho peus sur a-walc’h eus kroventennoù miz Genver ha C’hwevrer 2014 ! Distreiñ a rimp war-se ha war chañjamant an hin gant Gwenole Guevel, bet labouret e Meteo France e-pad bloavezhioù. Klevet e vo ivez Martina, indianez eus ar Chiapas e Mec’hiko a lako ar gaoz war stadt he fobl eno. Ur plac’h all o tont eus pell, Tamara Soukotta, a ginnigo istor he bro, Indonezia. Hag Alexandre Bourhis, paotr ar vro, a lako war-well ur gudenn tost ouzhomp, endleadur al labourerien douar.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.