Plogoff, des pierres contre des fusils … war an tapis ruz !

podkast

Nicole ha Felix (Foto : Le Télégramme)

Bremañ ‘zo tost daou-ugent vloaz ‘zo ‘oa deuet ‘maez ar film Plogoff, des pierres contre des fusils. Nicole ha Felix ar Garreg a oa bet o filmañ afer Plogoñ er bloavezh 1980, pa faote da c’houarnamant Gisgard d’Estaing ha d’an EDF sevel ur greizenn nukleek e Beg ar Raz, war gomun Plogoñ. E-pad tri bloaz neuze ‘oa bet bec’h du-hont : ar maer Jean-Marie Kelorc’h ha kalz a dud a oa savet a-enep ar “sañtral”.

Ar bloaz-mañ eo bet restoret ar film ha lakaet eo bet e-barzh listenn Cannes Classics e festival ar filmoù. Pedet eo bet Nicole ha Felix neuze da zont da vale war-c’horre an tapis ruz !

Un abadenn gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.