Poltred-buhez Maurice Poulmac’h 1/2

maurice-poulmarc-h

©LeTelegramme

podkastMaurice Poulmarc’h a zo un den anavezet a-walc’h er vro. Kaner ha konter eo ar paotr-mañ a zo o chom e Kervao e-kichen an Uhelgoad. Gwall-binvidik eo bet e vuhez betek-henn. Desavet eo bet e brezhoneg gant e dud e Plonevez-ar-Faou hag er Fouilhez. War-lerc’h e oa bet o chom ‘ba Paris e lec’h m’en doa stourmet evit ar brezhoneg, sevenadur Breizh hag ar c’han ha diskan. En abadenn-mañ, an hini gentañ, e oa bet lakaet ar gaoz diwar-benn ar vrezhonegerien e Paris er bloavezhioù 70, pezh en doa graet Maurice eno ha berr-ha-berr stad ar brezhoneg bremañ ba bro an Uhelgoad.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *