Priz ar vuhez

Affiche Médecins du monde

podkastEvit ober ar muiañ a drouz war gont al louzeier gwerzhet re-ger, ha dre-se gwallvrudañ o froduerien, emañ Médecins du monde o reiñ lañs d’ur c’houlzad-kelaouiñ graet a luganioù feuls ha direnkus. Met n’eo ket gwall aeset o labour evit ar yec’hed ha prederioù ha prizioù dereat d’an holl : patroned ar skritellañ foran o deus nac’het diskouez o fanelloù. Martezeadennoù a zeu deomp : aon o defe da feukiñ an dud e vezont gopret gante d’ober o brud er straed hag er c’hazetennoù ?

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *