Raktres lenn

podkastHiziv en abadenn Deomp de’i e vo klevet bugale o komz diwar-benn ar pezh o deus lennet, bet aterset gant Morgane.Morgane
Er gronikenn Loenig Loen e vo dizoloet loened an atant. Bugale Skol Divyezh Rostren a gonto deomp piv a ra war-dro al loened er maez, pelec’h e vez lakaet al loened da gousket, petra a vez roet dezhe da zebriñ… Peadra da gontañ traoù !
Ar gronikenn “100 pobl & 100 giz” a vo gouestlet d’an d/Tibetiz.
E mediaoueg Kemper e oa kontet istorioù ha rimadelloù gant Per Meñs-Pegailh d’ar vugale, dezhe da zizoloiñ ar yezh brezhoneg. Hiziv e kont d’ar vugale istor Lammig an noz !

Sonerezh :
Ar meteo – Skol Diwan Brest
Paotr a galon – JL Roudaut & Bugale skol diwan Landerne

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *