Skaer : bro ar gouren, bro ar sapin ?

podkast

Ur c’hourenadeg e Skaer

Bro ar gouren ‘oa bro Skaer a-raok ar brezel. Kalz gourenerien a oa du-hont neuze ha bep bloaz, d’al Lun goude pardon Skaer, ‘veze graet ur c’hourenadeg vras ivez. Met pell ‘zo eo aet an dra-se da netra ! Ha bremañ neuze eo deuet Skaer da vezañ bro ar gwez-sapin ! Kalz douaroù a zo prenet d’ar beisanted da blantañ gwez-sapin e-barzh, goude ma ne chom ket kalz labourerien-douar ken dija. Kreñvoc’h eo an arc’hant evit pep tra, e-giz ‘lârfe deomp Louis Monfort. Hennezh a zo ganet e Skaer ha n’eus ket pell eo bet Benjamin Bouard oc’h en em gavout asambles gantañ.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.