Tarzh an Deiz

tarzh_an_deizKafe, te, chokolad, chuk frouezh, pe me oar-me petra c’hoazh… ouzhpenn boued korf zo ezhomm da gaout evit kregiñ mat gant an devezh. Abadenn gentañ an deiz eo Tarzh an Deiz. Kaset e vez da benn gant Benjamin Bouard ha Morgane Bramoullé d’al Lun, ha gant Benjamin Bouard ha Metig Jakez-Vargas eus al Meurzh d’ar Gwener, etre 7e30 ha 9e.

Reportajoù graet war an dachenn e bro Gerne, kronikoù kinniget gant tud ampart, atersadennoù gant bugale er skolioù, pennadoù-kaoz disheñvel bemdez gant tud eus ar vro, levrioù, sonerezh, sinema, gouelioù, stajoù pe kinnigoù-labour… boued fonnus ha liesseurt a vez degaset gant ar skipailh.

Lusk a vez roet d’an abadenn ivez gant ar flash keleier Keleier Ar Vro fardet gant kazetennerien ar radioioù er rouedad (Arvorig FM, RKB, RBG ha Radio Kerne).

Evit echuiñ e vo lâret ur ger ivez war al labour graet gant Gael Hélary evit dibab sonerezh Radio Kerne : ur programm a-feson a vez adkavet e-barzh an holl abadennoù.

Comments are closed