Taylor Hatala

Goude Maddie Ziegler (te oar, an hini o tañsal e-barzh klip video “Chandelier” ar ganerez Sia) e vez klevet kaoz eus ur plac’h yaouank all Taylor Hatala. Deuet eo da vezañ brudet a-drugarez d’ur video skignet war internet pa oa unnek vloaz. Gwelet e vez anezhi oc’h ober ur gorollouriezh a-feson war IDFWU gant Big Sean.

Gant he mignonez Larsen Thompson, pevarzek vloaz anezhi, e tañsont evel tud a vicher ! The Fraternal Twins ‘vez graet eus an daou-se !

Bremañ da zaouzek vloaz nemetken e tañs gant e mignonez e-barzh klip video ar rapour E-Train “Wreck the Discotech”.

Dizoloet e vo an delfined e-barzh ar gronikenn Loenig Loen.

100 pobl & 100 giz a lakao ar gaoz war ar bobl Portiguara.

E mediaoueg Kemper e oa kontet istorioù ha rimadelloù gant Per Meñs-Pegailh d’ar vugale, dezhe da dizoloiñ ar yezh brezhoneg. Hiziv e vo selaouet istor Nanarz !

Sonerezh :

E-Train – Wreck the Discotech

N’eo ket drol ba’r skol – Skol Fañch Gwilhoù

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.