Tin ar C’hozh deus Lechiagad

podkast

Tin ar C’hozh e Ti-ar-re-gozh Penmarc’h

An Divskouarn o Nijal hiriv a zo gant ur Vigouden gozh deus Lechiagad. Tin ar C’hozh, pe Valentine Ronarc’h, a zo 98 vloaz. Ar vaouez a zo bet o chom a hed he buhez tu pe du deus stêr Pont-Abad, en ur familh ma voe an holl wazed martoloded. Hi he-unan a zo bet o werziñ piko. Kontiñ a raio ivez maouez Lechiagad penaos he deus graet anvdegezh gant he gwaz, paotr ar Gelveneg, en ur vont da ganañ ha da bourmen d’ar vrec’h goude koan. Brameñ ‘mañ Tin ar C’hozh o chom e Ti-ar-re-gozh Penmarc’h, lec’h ma ne vez ket selvijet a soubenn ar c’hig morse, hag e vez o sorc’henniñ deus he soupierennoù da noz.

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean


Pellgargañ an atersadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.