Tro dro d’ar C’hrampouezh

Luc'h. gt David Monniaux

Luc’h. gt David Monniaux

podkastBep bloaz e vez aozet gant Brezhonegerien Leston’n, ur gouel evit lakaat war wel sevenadur Breizh. Ar bloaz-mañ ez eus bet dalc’het un tem hag a vo e kreiz an holl darvoudoù kinniget gant ar gevredigezh birvidik. D’ar sadorn 16 a viz Ebrel e sal an Athena en Erge Vras, a-hed ur penn devezh ken, e vo moaien da : fardañ krampouezh ha da zebriñ anezho evel just, met ivez da goñkouriñ, da selaou prezegennoù, da welet c’hoariva e brezhoneg ha da zañsal. Soazig Kosseg ha Christian Daniel eus Brezhonegerien Leston’n, ar BL ‘giz vez lâret, a lâr deomp hiroc’h.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.