Urbanisme unitaire

urbanisme_unitaireBetek ar 4 a viz Genver e vez kinniget un diskouezadeg divoutin ha dedenus ken-ken e mirdi arz a-vremañ Kemper, ar C’harter. Urbanisme unitaire he zitl hag a-dreñv an anv luziet-mañ e vez ur preder diwar-benn buhez vodern ar c’hêrioù, disingalded hor c’hevredigezh ha talvoudegezh labour an arzouerezed. Anne Hjort Guttu an hini eo he deus savet an diskouezadeg-mañ, un arzouer a orin eus Bro Norvejia a glask stourm a-drugarez d’he arz. Berr eo an diskouezadeg met chom a ra pell e pennoù an arvesterien o sevel goulennoù don. Petra eo ar arz pa ne vez anavezet gant den ebet ? Heg eo dieuboc’h tud hiziv eget tud gwecholl ? Gallout a ra an arz chañj ar bed. Annaig Loizel, heñchourer er mirdi, a ginnig deomp an diskouezadeg.

Lec’hienn ar C’harter

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.