1914 – 1918 : an distruj bras

podkast

Bretoned e 1915 (19vet rejimant eus Brest)

Ar bloaz-mañ ‘zo kant bloaz ‘zo eo achu ar brezel pevarzek. Ouzhpenn 18 milion a dud a zo marv ‘blam d’ar brezel-mañ er bed a-bezh. Tro 600 000 a Vretoned a oa bet kaset d’ar “froñ”, d’an talbenn, etre 1914 ha 1918.

Daniel Jéquel a oa bet o labourat e RBO er bloavezhioù 80. Ar giz-se neuze en deus bet digarez da atersiñ paotred a oa bet kaset d’an trañcheoù, tud e-giz Guillaume Provost, lesañvet « Lom », deus Kast. An den-se a zo bet lazhet tri breur dezhañ araozañ ha ne oa ket ‘met triwec’h vloaz a-benn oa bet kaset d’ar « froñ » e 1916. Daniel en deus aterset ivez merc’hed a oa chomet o-unan er gêr hag o faotred a oa oc’h en em gannañ. Koñtet en deus neuze da Benjamin Bouard pezh en deus klevet gant an dud-se.


Pellgargañ an atersadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.