Al logod-dall

chauve-sourispodkastEskell-kroc’hen, logod-dall pe logod-penn-toull memes … meur a anv a vez roet d’al loened-mañ e brezhoneg. Ar vronneged nemeto gouest da nijal int. Kavet ‘vez un tregont spesad bennak o vevañ en Europa hag ouzphenn ugent spesad e Breizh ! Bet eo bet Benjamin o sellet ouzh ur vandennad gant Jean-Yves Kervarec a zo ur mailh warne, en ul lec’h dilaosket e-kichen Plogoneg. Ha kalz traoù a zo da zeskiñ diwar o fenn ! Peseurt mod e reont evit chom a istribilh ? Petra a zebront ? Hag e c’hellomp klevet o dreist-sonioù, ar gwagennoù a vez kaset gante da lec’hiañ o freizhoù pe ar skoilhoù ? Gwir eo e c’hellont sunañ hor gwad ? Ar respontoù en abadenn !

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.