An oabl don (1/4)

podkast

Nivlenn Orion

An « hollved tost » a vez lâret e brezhoneg deus sistem an heol, da lâret tout an traoù zo dedennet gant an Heol hag a zo o treiñ en-dro dezhañ. An « hollved pell », pe an « oabl don », a vez lâret deus tout an traoù zo pelloc’h c’hoazh, tout an objedoù all a gaver e-barzh Hent Sant-Jakez, dreist-holl ar stered all hag ar steredegoù. E’mm zo da ziwall memestra gant ar gomz « steredeg » (= constellation), peogwir ar steregoù zo traoù ha zo bet gwelet ha krouet gant an dud, ha n’int ket tamm ebet sistemoù stered ha vefe staget an eil re deus ar re all. Met memestra ‘ranker goût ivez ne teu ket ar stered war-wel forzh pelec’h e-giz-se ! Dominique Merrien zo c’hoazh asambles gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ ar gronikenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.