Anne Plouzenneg, aet da vevañ en Izel-Broioù

podkastwindmillEn ur mare ma vez preget kalz diwar-benn an divroidi (da lâret eo an dud o vont da chom en ur vro lec’h ma n’int ket ganet) vo direnkus marteze da lakaat ar gaoz war un istor divroidi a n’int ket repuad. Evel just n’ez eus netra da welet ar pezh a vez bevet gant an dud o deus divizet mont kuit evit ar blijadur, hag ar re a zo bet rediet d’en ober. Met forzh petra vefe an abeg a lak unan da cheñch bro, ar skiant prenet-mañ a chom un darvoud pouezus e buhez unan bennak. Amañ eo eus skiant prenet ur familh a orin deus Breizh, hag aet da zilojañ d’an Izel Broioù ‘vo preget. Penaos eo bet bevet gant Anne Plouzenneg seurt cheñchamant kren en he buhez ? Ha penaos e tremen an traoù en Haag, trede kêr vrazhañ an Izel Broioù, evit an divroidi dre vraz ? Setu aze ar pezh he deus dizoloet Tunvezh Vloagen-Grandjean.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.