A-bouez eo koulzad an hañv evit ar bagadoù : mare o eil kenstrivadeg eo. Hag hervezh o disoc’h er c’henstrivadegoù-se e vint aotreet da chañj rummad ha da seniñ a-enep da bagadoù gwelloc’h gwellañ.
Deuet eo brav gant ar bagadig Brieg ar bloaz-mañ a zo bet trec’h en pevare rummad. Goulven ha Soig Lancien hag Eliot Droual, sonerien gant ar bagad pe ar bagadig zo deuet da Radio Kerne evit displegañ mont en-dro ar c’henstrivadegoù-se ha kinnig o strollad.