Ar baloù poblek e Breizh

balDeomp da zañsal gant Aurélie Le Déroff, e karg eus ar sevenadur e Maner Kernault. Ganti e weladennimp Bal, baloù, un diskouezadeg staliet e Mellag. Betek fin ar bloaz eo gouestlet ar maner d’ar baloù poblek, deus ar baloù kuzh e-pad an eil brezel bed betek ar baloù disko er bloavezhioù 80. Pinvidikaet eo bet an diskouezadeg gant dastumadegoù Jean-Louis Le Vallegan, ha reoù all, arbennigourien war an danvez. Kinniget e vez d’ar weladennourien gwiskañ o dilhad sul ha mont da riboulat e-pad un toullad eurvezhioù e Maner Kernault.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.