Ar C’harbonifer

podkast

Ur Meganeura

O vont da belec’h emañ Tunvezh ha Benjamin hiziv ? Da vare ar C’harbonifer, 300 milion bloaz ‘zo ! Ne oa ket deuet an dinosored war-wel c’hoazh met kalz loened emaint o vont da welet memestra. Ha c’hwi ‘peus klevet kont eus ar Meganeura ? Honnezh a oa un nadoz-aer vras, ken bras hag ur bugel !

Geriaoueg an abadenn :

pri : de la boue / de l’argile (pri-melen : de l’argile)
« fitamdoue ! » = « Ma Doue ! »
barv an ozac’h kozh = liken : du lichen
loened-stlej = reptiled
ur gwi-kevnid : une toile d’araignée
bezañ luget e-barzh u.d.b. : être empêtré dans quelque chose
ur c’hrouadur : ur bugel
un nadoz-aer = ur marc’h-aer : une libellule
kreskiñ e-giz al lann war al lein = kreskiñ buan (pousser comme des champignons)
ur vurugenn = ur vuzhugenn
un angell : une nageoire
ar gregen : la coquille
rodellet : enroulé
koural : du corail

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.