Ar c’houignoù

Dizoloit ar fardañ kouignoù gant bugale skol-vamm Diwan Kermoguer bet er stal-vara gant ho vestrez-skol Laurence Le Berre.

Selaouit ar rekipe evit gallet fardañ ur c’houign a feson !

En abadenn Loenig Loen vo dizoloet loened tost an eil ouzh egile : ur gavr hag ur maout !
Selaouet e vo kontadenn ankenius “Saig hag ar bleiz”.
E Brezhoneg in the City vo klevet kaoz eus T meur Naoned gant Claudie ha Liza.

Plijadur vo !

Sonerezh :
Ain’t she sweet – Enoch Light & Charleston City All-Stars
Un oto ruz – Jean-Luc Roudaut

Ma n’oc’h peus ket gallet skrivañ rekipe ar c’houign a-bezh, setu evidoc’h :

boulangerie_gonidec

Amzer : 15 minutenn da fardañ ha 55 minutenn da poazañ, met keit-se peus netra d’ober !
Ezhomm o po bugale :

  • 700g a bleud
  • 400g a sukr
  • 5 vioù
  • 2 werennad laezh (20cL)
  • 100g resin sec’h soubet barzh rhum
  • 1 ivinad holen bras
  • 1 sac’hadig goell boulañjer
  • ur moull bras ha uhel a-walc’h

Da gentañ, lakaat an amann da deuziñ ‘barzh al laezh. Goude-se, lakit ar bleud, an holen, ar vioù hag ar goell an holl asambles e-barzh ur girinad bras ha meskit. Ret eo bremañ ouzhpennañ ar meskaj kentañ, da laraet eo al laezh hag an amann. Meskit gant an daouarn.

Bremañ ‘vez golloet ar girinad gant ul lien fresk ha leuskel da ziazezañ en tommder div eurvezh pe muioc’h. E-pad an amzer-se e vez lakaet ar resin da soubañ ‘barzh ar rhum.

Ouzhpennet e vo bremañ ar sukr hag ar resins dizouret. Ret eo meskañ mat.

Posubl eo lakaat vioù war c’horre ar c’houign evit alaourañ anezhañ.

Lakait er forn 45 minutenn e Th 6 ha goude 4 minutenn da Th 4. Diwallit, arabat leuskel ar c’houign poazhañ re bell.
Kalon vat !

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.