Ar guchenn vlev

podkastannie_cozUn danevell gant Annie Coz tennet eus an dastumad danevelloù Bili er Mor bet priziet evel skrid gwellañ 2015 gant Fr3. Bili er mor, un dastumad danevelloù dic’hortoz, diwar-benn ar vuhez hag ar marv, ar yaouankiz hag ar gozhni, ar c’hrouiñ hag ar garantez. Tudennoù faltazi, kaset-degaset gant fromoù gwir, gwallgaset gant froudennoù o flanedenn ha red an Istor. Kriz a-wechoù, fromus bepred, fentus alies, istorioù sederaus a ginnig Annie Coz en he oberenn gentañ.
Brezhonegerez a-vihanik eo an aozourez, er Vro Vigoudenn eo bet ganet ha desavet, blaz ar bigoudenneg zo war he yezh.

Ul lennadenn gant Loik Jade.

Leave a Reply

Your email address will not be published.

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.