Ar permaculture

podkastPermamandalaMa lavaran deoc’h ez eus un doare da c’hounit boued hep bommañ an douar, hep labourat an douar da vat, un doare a laoskfe an natur d’ober he jeu ha ne vefe ket met dastum legumaj, frouezh hag edaj ? N’eo ket un diskoulm burzhudus, hag eo ret raksoñjal pep tra gant an doare-se da labourat met talvezout a ra ar boan deskiñ muioc’h war ar permaculture : doujus eus an endro, o produiñ kement war dachennoù bihanoc’h, o c’houlenn nebeutoc’h a labour. En abadenn ne vo ket komzet gant un arbennigour war ar permaculture, ne vo ket komzet nemet eus teorienn met ivez eus an doare resis da c’hounit an douar a-drugarez d’un nebeut reolennoù levezonet gant ar permaculture. An abadenn-mañ a zigoro un nor war ur sujed ledan-tre. Youenn Vloaguen zo ganeomp, paotr ar vro vigouden, n’eo ket labourer douar a-vicher met lakaat a ra e pleustr un nebeut reolennoù tennet eus ar permaculture hag eus e lennadennoù liesseurt war an danvez en e liorzh.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.